Coventry Climax a oa un embregerezh saoz, krouet e 1903, a save kefluskerioù evit an arme e-pad ar bloavezhioù 1940. Brudet eo peogwir en doa savet kefluskerioù evit ar redadegoù kirri, o sikour ur skipailh da c'hounit titl ar saverien peder wech (gant Cooper ha Lotus. Anvet a oa ar kefluskerioù gant al lizherennoù FW a dalve : Feather Weight (Pouez Plu e saozneg). Adprenet eo bet an embregerezh gant Jaguar e 1963 a-raok ma vezañ serret e 1986.
Developed by StudentB